Evit lidañ sizhunvezh ar matematik eo bet fardet ur verenn vihan d’ar gwener 17 a viz Meurzh 2012 er skolaj. Pal a oa d’ober matematikoù en doare disheñvel: gwastilli a bep seurt zo bet fardet, stummoù disheñvel ganto, kliñket a-drugarez ar simetriezh, skoulmadoù savet gant barennoù chokolad, c’hoarioù damez aozet gant madigoù, c’hoari brezel gant gwastilli “financiers”!!!!

Pedet eo bet kerent ar skolajidi , un degad zo deuet hag o deus c’hoariet ha debret asamblez gant plijadur!!

Ul logodenn vras en deus debret hanter ar wastell c’hlas… piv oa ?????

Neuze eo bet fentus an oberiadenn-mañ!!!

null

null

Lire toute l'information Écrire un commentaire

Staliet ez eus bet ur c’hloc’h nevez war an ti raksavet kozh gant an aotrounez Persiaux ha Taleg. Labouret o deus a youl vat e-pad ar vakañsoù. Bremañ ez eus tu da echuiñ ar c’hentelioù d’an eur vat, peogwir ne veze ket klevet an hini all a-raok.

Lire toute l'information Écrire un commentaire

Tremenet mat eo gouel ar skolaj er sal “Amzer zo” ba Plijidi

Kalz a blijadur zo bet  gant ar pred aozet gant ar c’homite skoazell hag an abadennoù aozet gant ar skipailh pedagogel

 

null

 

null

null

null

null

null

null

null

null

Lire toute l'information Écrire un commentaire
Degemeret eo bet er skolaj Jean Michel Sanner evel stajiad evit dizoleiñ ar bed ar c’helenn. Ampart-tre eo ar paotr-se diwar benn c’hoari echedoù. Neuze eo bet roet gantañ un “tañva” eus ar c’hoari-mañ e-pad ar c’hentelioù Matematik 4re ha 3de hag ivez e-pad stalioù d’an noz. Kalz a skolajidi a oa bet dedennet gant an echedoù, hag e vo kinniget ur stal “c’hoari strategiezh” da heul..

null

Lire toute l'information Écrire un commentaire